 |
|
Ganet eo bet Bernez Tangi e Karanteg (Breizh) e 1949.
Brezhoneger a-vihanik, divizet en deus mont da redek ar bed
goude e studioù (Europa, Amerika, Azia, Afrika).
Livour, kaner ha barzh, Bernez Tangi ’zo bet
gant Denez Abernot ha nebeut sonerien all
e penn kentañ ar strollad rock
e brezhoneg Storlok (1976-1980).
Embannet eo bet gant Mouladurioù Hor Yezh-Skrid
Fulennoù an Tantad er bloavezh 1987 (Priz Imram)
ha Rod an Avelioù er bloavezh 2001.
E 1988, e sav ur film-berr evit ar skinwel :
"An heliko a ya kuit da beder eur".
Savet en doa ur c’hasedig e-unan er bloavezh 1990,
Kest al lec’h e anv hag ur bladenn-arc’hant,
Eured an diaoul (2001) e ti An Naer.
War-lerc'h Karaez e 1999 ez eus tu da welet
diskouezadeg klok e daolennoù
e Ti ar Vro e Kemper e miz Ebrel 2009.
E varzhonegoù ’zo bet troet en un dek yezh estren bennak
ha studiet int er skolaj, lise ha skol-veur
(lituaneg, alamanteg, polskeg, saozneg, izelvroeg…).
Pedet eo alies evit dont da lenn e destennoù er broioù estren
(Bro-Polska, 2008 ; Reykjavik, 2007 ; Berlin, 2005 ;
Vilnius, 2004)
Er bloavezh 2003 eo bet dibunet e varzhonegoù war al leurenn
e Kemperle gant Soïg Sibéril ha Nolwenn Korbell.
E 2005 ez eus bet embannet gant kevredigezh Tarv Ruz
un dastumad eus e varzhonegoù troet e galleg
evit ar wech kentañ dindan an titl Chien de Feu.
E 2009 e teu er-maez e bladenn ziwezhañ Lapous an tan,
e ti Tarv Ruz.
|
|